Herennius Etruscus


Monneiz Herennius Etruscus.

Un impalaer roman e oa Quintus Herennius Etruscus Messius Decius (e-tro 227 - e-tro miz Gouere 251). Ren a reas un nebeud mizioù war un dro gant e dad Decius ha gantañ e varvas en Emgann Abrittus a-enep ar C'hoted . Breur e oa d'an impalaer Hostilianus.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy